Lavar Breizh

Pierrette Kermoal


“Pebezh burzhud e tlee bezań, gwelout ur yezh nevez-flamm o tiwanań, gwelout o kemer stumm, etre o bizied, koulz lavaret, ur benveg nevez da gizellań o mennozioł!” (1)

Sed a lavare Donalda d'an Ao. Bimbochet, oc'h ober anv eus skrivagnerion Walarn; sed a skrive Roparz Hemon e 1925 oc'h eztaoliń entan an den yaouank pa groge da ren e labour gwastadour, “gant holl freskter ha birvidigezh e galon” (2).

N'eo ket hepken saviad skrivagnerion Walarn a zo livet el linennoł-se, met saviad pep skrivagner, rak pep skrivagner a rank goveliań a-nevez e yezh, ha pa skrivfe er yezh ledetań eus ar bed, pe en hini an nebeutań komzet. N'eus netra roet, pep tra a rank bezań gounezet. Koun a zeu din eus ur romant, Jorge, ur Braziliad (3), ma rank ar benndudenn, ouzhpenn kargań ar c'harr-samm hag e vleniań, ratreań c'hoazh ar c'heflusker, ha diouzh an ezhomm sevel an hent dirazań. Ur skeudenn dik a-walc'h a welan aze eus labour ar skrivagner.

“Ur yezh nevez-flamm o tiwanań”, eme Donalda. Yezh estren eo hini ar skrivagner, estren d'al lenner, estren dezhań e unan da gentań. Merk ar skrivagner diles eo krouiń ul lavar nevez.

Forzh petore skrivagner er bed en deus da dalań ouzh ar gudenn-se, a zo diaes, ha loskus; ma n'eo ket diaesoc'h —nag aesoc'h— evit ur skrivagner brezhon, eo loskusoc'h, rak n'hon eus ni nemet se: nerzh hon lavar. N'hon eus Stad ebet da harpań warni, hon istor zo palvataet ha falset, Breizhiz ne anavezont ket nemeur o yezh, daoust d'ar strivoł niverus ouzh niverus o gwelomp oc'h ober bremań d'he adpiaouań. Ne c'hellomp soliań nemet war nerzh al lavar ez omp barrek da grouiń.

N'eo ket lavarout e ranker dianaout pep tremened na disteurel pep hengoun. Hogen, en enep d'ar pezh a sońjer alies, n'eo ket war an hengoun eo soliet nep lavar nevez, met warnań e unan: al lavar nevez-se eo a zo boniek, eń eo a ro ster d'an tremened ha d'an hengoun. E se eo e reer istor. E se Gwalarn, pell a vezań ur “skol lennegel” bennak, zo boniek d'hon ober a vremań, ha dreist holl da vezoud Breizh.

N'eo ket evel difennourion ur glad en em ginnig skrivagnerion Walarn, ne gomzont ket en anv un tremened gwengelek mui pe vui. Pa reont anv eus oberennoł, ez eo alies reoł o mare. Da skouer Roparz Hemon a veneg hag a zrevez ar Sketla Segobrani e-barzh Bimbochet, Jakez Riou en e bezh-c'hoari Gorsedd Digor a ziskouez e kav en oberenn veur Meven Mordiern digarez da farsal. Roparz Hemon en em veneg e unan en e romant diechu Ar Vugale fall. Lorc'hentez un den o vrallań e gloc'h e unan? Skańvat barnadenn! E lec'h all, Ur Breizhad oc'h adkavout Breizh da skouer, en deus Roparz Hemon saludet Kervarker pe, tostoc'h dezhań, ar barzh Yann-Ber Kalloc'h, an dramaour Tangi Malmanche. Hogen ne c'haller soliań nemet war ober an unan, e c'houzout a rae ervat, ha hep labour Gwalarn e vije marteze ar Barzhaz Breizh, daoust d'e binvidigezh ha d'e lufr, klenket e-touez an ardigelloł, pleget aketus en e lińsel limestra gant an doujańs dleet d'an doueed marv, anat!

A-berzh tud Walarn, menegiń an oberennoł kempred, ar re edont o sevel, a oa diskouez pezh a rae o damant pennań: al lavar nevez edont o krouiń — en tu-hont da ziazezoł ar yezh arnevez, a zleomp dezho ivez evit un darn vat. Ur preder kreizet war al lavar eo hini Gwalarn; un nebeud skouerioł a c'haller reiń: en he danevell verr Ar Follez yaouank (4) he deus Meavenn dibabet ober gant un displegerezh loezel; skort eo pezh a ro ar skrivagnerez da c'houzout d'al lenner, skortoc'h c'hoazh an eskemmoł etre an tudennoł: dastroc'het eo ar c'homzoł, n'eus respont ebet d'ar goulennoł, ar frazennoł a chom e skourr. Hag e faezhidegezh al lavar e tarzh ar feulster. Skeudenn al lavar na zeu ket a-benn da vezań eo. Evel ma c'hallor lenn pelloc'h, Mari Vorgan, gant Roparz Hemon, zo ur skouer heverk all eus ar preder war geal al lavar. Dre he lavar nevez he deus Gwalarn degaset, goude kantvedoł a dav, ar sell brezhon war ar bed, er ster a oa hini Kazantzaki pa en deus graet anv eus ar sell kretat war ar bed. Kudenn al lavar nevez zo hon hini c'hoazh, ar gudenn bouezusań hon eus, hag ar respontoł a zegasimp dezhi vo devoudus.

Aesoc'h eo ar blegenn a vremań eget hini 1925, aesoc'h a-galz eget an amveziadoł o ren er bloavezhioł kentań war-lerc'h ar brezel, da vare krouidigezh Al Liamm, a gendalc'has gant obererezh Gwalarn. Distrujet an Emsav gant heskinerezh ar Stad C'hall ez eo en-dro d'Al Liamm, en-dro d'al lavar, en em vodas adarre an dud. Aesoc'h eo evidomp, hep mar ebet; koulskoude saviad un destenn lennegel a chom an hevelep hini. Ur burzhud, liz da Zonalda, burzhud ar gerioł anavezet pe nevez, plat pe orinel, —gerioł, a lavaran, rak gant gerioł eo e reer lennegezh, ha n'eo ket gant mennozioł— gerioł o kemer a greiz holl ur ster hag un nerzh nevez, a lak da ziwanań ur bed dianav, kar d'hon hini, marteze, ha koulskoude disheńvel krenn —rak handerc'hań eo an arz bepred— ur bed a zo dimp splann hag anat raktal, a intentomp, a garomp marteze, hag en deus evidomp kement a werc'helezh, pe muioc'h a-wechoł, eget ar bed ma vevomp.

Un oberenn lennegel diles a sell ouzh an holl; hetiń a reomp e vo barrek Aber da zedennań ouzhpenn Breizhiz —lennerion pe skrivagnerion. Setu perak e vo kavet e pep niverenn eus ar gelaouenn un nebeud linennoł e saozneg a-zivout pep skrid— diverradurioł pe arroudoł troet. Setu perak ez omp prest da reiń digor da nep skrivagner en em anavezo en amkanioł a zo merket amań.

Mennet omp da eskemmań testennoł gant kelaouennoł a-vaez bro oc'h embann e yezhoł bihan. En niverenn-mań e vo lennet troidigezh Cogadh —Brezel— ur gontadenn savet gant Daithķ Ó Muirķ hag embannet war ar gelaouenn iwerzhonek Comhar; en eskemm e vo kavet e Comhar troidigezh iwerzhonek Ar marc'hadour bihan sardin. Fiziańs hon eus e vo amparet en doare-se ur reizhiad puilh a gengrediezh a skoazello ar skrivagnerion da c'hounit lennerion, hag a zigoro pep lennegezh da vuhezadurioł dianav.

Krouiń ul lavar nevez: d'ar goulenn “Petra eo bezań Brezhon en hon amzer?”, n'eus ket gwelloc'h respont. Ha da sevel Aber, n'eus abeg all ebet.



(1) An Aotrou Bimbochet e Breizh zo ur romant a skiant-faltazi savet gant Roparz Hemon e 1925 ha 1926, hag embannet war niverennoł kentań Gwalarn, ar gelaouenn lennegel en doa krouet e 1925 ha renet betek 1944; c'hoarvezout a ra an istor er bloaz 2125; Breizh zo dieub; Donalda a lak ar Gall Bimbochet da weladenniń he bro; e-ser bale e tispleg dezhań pezh a zo tremenet daou c'hant vloaz a-raok. Trede embannadur ar romant a gaver gant Hor Yezh, 1990.

(2)Tennet eus kentskrid Roparz Hemon da eil embannadur e romant, Skridoł Breizh, 1942.

(3) Oswaldo Franēa Jśnior, Jorge, um Brasileiro, 1967.

(4) Ar follez yaouank zo bet embannet war niv. 140 Gwalarn, kerzu 1941, adembannet gant Al Liamm evit Hor Yezh, 1973.